Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
III LEVR. — IX KENTEL.

re a zervich ac’hanoun anezho ho-unan, ar re-ze ho devezo hep paouez grasou e-leiz. Ann hini avad a falvezo d’ezhan klask he c’hloar er-meaz ac’hanoun-me, ne bado ket pell he euruzded ; he galoun enk war-n-ezhi, a vezo diez hag aliez e vezo sparlet hag enkrezet.

Arabad eo ’ta d’e-hoc’h kredi hoc’h euz netra vad e-bed ac’hanoc’h hoc’h-unan, na kredi e teu ar gwir furnez da zen anezhan he-unan. Roit pep tra d’in-me a zo ho Toue, hep-z-oun ann den n’en deuz netra. Me am euz roet d’e-hoc’h kemend hoc’h euz, ha me a fell d’in breman ho c’haout digan-e-hoc’h enn distro, ha goulenn krenn a rann beza trugarekeet.

3. — Setu aman ar wirionez a laka da dec’het gloar ar bed. Mar d-ema gras Doue enn ho kaloun, mar d-ema enn hi ar gwir garantez, neuze ar warisi, ann enkrez hag ar garantez evid-hoc’h hoc’h-unan ne vezint ket evit mont ebars hoc’h ene. Rak karantez Doue a drec’h pep tra hag a gresk nerz ann ene. Mar d-oc’h eunn den fur e gwirionez, n’ho pezo ken levenez, n’ho pezo ken fisians