Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
215
III LEVR. — X KENTEL.

vadelez ha dre he drugarez. D’e-omp-ni eta eo ann dismegans hag ar vez, ker paour omp, siouaz ! Da Zoue avad bennoz hag enor, ha gloar, ha galloud, evel ma kan ar Zent enn env war-dro Oan Doue.




DEKVED KENTEL.


Peger mad eo servicha Doue hag ober fae eus ar bed.


1. — Ann ene mad. — Brema, e komzinn c’hoaz ouz-hoc’h, Aotrou Doue, ha ne davinn ket. Lavaret a rinn d’am Doue, d’am Aotrou, d’am Roue a zo enn envou : Aotrou, na peger braz eo ann dudiou a virit evit ar re ho deuz doujans evid-hoc’h ! Na petra ne reot-hu ket eta evit ar re ho kar ! Na petra ne reot-hu ket evit ar re a zervich ac’hanoc’h a greiz ho c’haloun !

Dreist kemend a hellfed lavaret eo ann dudiou a skuillit war ar re ho kar, pa zavont ho spered war-zu enn-hoc’h. Setu aman evit diskouez : pegen tener eo bet ho karantez em c’henver : ne oa