Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
III LEVR. — IV KENTEL.

c’haloun, rak deski a ra anezho da zisprijout ann traou krouet ha da garet madou ann env, da zilezel ar bed ha da c’hoantaat noz-deiz mont d’ann env.


EVIT HOR C’HELENN.


Me a zo ann Doue Holl-c’halloudek, kerzit dira-z-oun ha bezit dibec’h. Evel-se e komze Doue gwechall-goz oc’h hon tad kenta Abraham. Ar gourc’hemenn-ze a zell gwelloc’h c’hoaz oc’h ar Gristenien, rak gwelet ho deuz Map Doue a zo en em c’hreat den, Map Doue skouer a bep furnez hag a bep santelez. Dre ’n abek-ze ez euz lavaret d’ezho : Bezit mad ha fur a bep hent, evel ma’z eo ho Tad a zo enn env. Brasa kelennadurez ! Sevel a ra hon distervez ho-unan, deski a ra d’e-omp petra eo ann denn prenet gant Jezuz, ha pegement a dal eur c’hristen da Zoue. Penaoz ’ta, tud diners ma’z omp, kroummet enn hon daou bleg a-zinaan beac’h hor c’horf, penaoz ec’h hellimp-ni tizout ar stad huel-ze a zo bet gourc’hemennet d’e-omp kerzet hep paouez war-zu enn-hi ? Selaouit Jezuz : Me a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez. Hag evit gwir Jezuz a zo ann hent a gas da Zoue, ar wirionez a zo Doue he-unan ; Jezuz a zo ar vuez a vezo roet d’ar re a gerz er wirionez, d’ar re a glask hag a gar ar wirionez, hervez