Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ne sonjont tamm enn-ho ho-unan nag enn ho silvidigez. O veza ma en em brizont re ho-unan ha ma fell d’ezho gouzout pep tra, ann dud-ze a gouez aliez e temptasionou hag e pec’hejou braz, rak me a zo a-enep d’ezho.

5. — Ho pezet aoun rak barnedigez Doue, ho pezet aoun pa vez drouk enn Holl-c’halloudek. Arabad eo d’e-hoc’h enklask oberiou Doue, kentoc’h e rankit sellet piz ouz ho pec’hejou. Gwelit ’ta ped gweach hoc’h euz pec’het, ped gweach all hoc’h euz lezet ar mad heb hen ober.

Darn all a gred beza tud a feiz, o veza ne garont nemet al levriou pe ann imachou santel, pe ann neuziou a-ziaveaz. Bez’ ez euz tud hag a zo va hano-me aliez enn ho genou, ha nebeut enn ho c’haloun.

Bez’ ez euz re all hag a zo leun a sklerijen hag a garantez ha ne c’hoantaont nemet madou ann env ; diez eo d’ezho klevet divizou diwar-benn traou ann douar, ne blegont nemet gant doan d’ar pez a c’houlen ar c’horf. Ar re-ze a oar petra lavar ar Spered-Santel enn ho