Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
III LEVR. — IV KENTEL.

reustlet, buhan ec’h en em zigalounekait. N’hoc’h euz netra, netra d’en em veuli ; enn enep, beza hoc’h euz meur a abek d’en em zisprizout, rak bez’ ez oc’h kals semploc’h eget na oufac’h kredi.

4. — Arabad eo ’ta d’e-hoc’h, e kement tra a rit, kredi e ve netra vraz e-bed, netra vad, netra souezuz, netra da veza brudet mad ; rak n’euz netra huel, netra da veza meulet, netra a dlefe e gwirionez beza c’hoanteet, nemet ar pez a bado da viken.

Karit ar wirionez dreist pep tra, kasait dreist pep tra ho tistervez a zo braz-meurbed. N’ho pezet aoun rak netra, ne damallit netra, na dec’hit dioc’h netra evel diouz ho kwall dechou ha diouz ho pec’hejou, rak bez’ e tleont displijout d’e-hoc’h mui evit n’euz fors peger braz koll a rafac’h war ann douar.

Darn zo ne gerzont ket eeun dira-z-oun ; heulia a reont ho choant da anaout pep tra, tud rok ma’z int ! Falvezout a ra d’ezho gouzout ar pez a oar Doue hep-ken ; falvezout a ra d’ezho sevel ho spered war-zu traou ann env. E keit se