Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

brezel, hag ar wirionez a viro anezhan dioc’h atizou ha dioc’h drouk komziou he enebourien. Mar d-ema ar wirionez oc’h ho tiwall, neuze e viot enn eur gwir frankiz a galoun ha ne reot van e-bed euz a gomziou goullo ann dud.

2. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, ar pez a livirit a zo gwir ; grit, me ho ped, ma rinn evel-se. Ra zeuio ho kwirionez d’am c’helenn, d’am miret, d’am derc’hel beteg ar mare diveza enn hent ar zilvidigez. Ra vezinn-me miret dre-z-hi dioc’h pep gwall garantez, dioc’h pep c’hoantegez fall. Neuze e kerzinn dira-z-hoc’h gant eur frankiz vraz a galoun.

3. — Jezuz-Krist. — Me a zesko d’e-hoc’h, eme ar wirionez, ar pez a zo mad hag ar pez a blij d’in. Sonjit enn ho pec’hejou gant keuz ha gant glac’har, ha ne gredit morse e talvezfac’h eunn dra-bennag enn abek d’ho mad oberiou. Hag evit gwir, ne d-oc’h nemet eur pec’her gwall dechet ha sparlet gant drouk-ioulou e-leiz.

Ac’hanoc’h hoc’h-unan e tennit bepred etreze netra ; buhan oc’h da goueza, buhan ez oc’h trec’het ; buhan oc’h