Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ma lavar ann Abostol sant Paol gant gwir abek. Rak-se e rankomp ober pep tra e Jezuz-Krist ha dre Jezuz-Krist. Dre bedi, dre garet, dre ober evel Jezuz, e teuomp, kouls lavaret, da veza evel oc’h Doue, rak santelez ar Map a zo hevel oc’h santelez ann Tad. Ma’r Dezomp eta a-unan gant ar Map war ann douar ha goude a-unan enn env, e teuimp da veza santel evel ma’z eo santel ann Tad, hervez peden Jezuz-Krist : Tad santel, eme-z-han, plijet gan-e-hoc’h miret enn hoc’h hano ar re hoc’h euz roet d’in, evit ma vezint unan evel ma’z omp hon daou unan. Grit ma vezint santeleet er wirionez. Evit-ho eo en em zantelaan va-unan, evit ma vezint santeleet er wirionez.

Ne d-eo ket eunn dra eaz, kredit se, beza a-unan gant Doue hag en em zevel bete kaout hor lod er madou dreist kemm en deuz gounezet d’e-omp hor Zalver ; rak ne d-omp ket evit dont d’ar stad-ze nemet seul ma en em zilezomp hon-unan, nemet seul ma en em zistagomp dioc’h ar bed, nemet seul ma vezomp izel a galoun hag evel netra dirak Doue. Pa en deuz ann den karantez evit-han he-unan, pa ne vez ket c’hoaz maro ar c’hik, ann den ne hell ket beza a-unan gant Jezuz-Krist. Mervel a rank d’ezhan he-unan, mervel d’he c’hoantegesiou ha da gement tra a gar, mar fell d’ezhan beza unan gant Map Doue, evel ma’z eo Map Doue