a gelenn ar zent ; entana a ra ho ene, frealzi a ra anezho enn eur garga ho c’haloun a zudi, ker c’houek ma’z eo. Diskibien Emmaüs ne oant ket evit klevet komziou Moizez na re ar Brofeded : Jezuz a zeu enn ho zouez, hag he vouez a bella ann devalijen a zalle ho spered, Souezet holl e oant neuze hep gouzout perak, hag e lavarent ann eil d’egile : Ha ne oa ket hor c’haloun tomm bero enn hor c’hreiz pa gomze Jezuz ouz-omp enn hent ha pa zisklerie d’e-omp ar Skritur sakr.
Ha ni, tud paour ma’z omp, ni a zo touellet c’hoaz gant trouz ar bed, na petra raimp-ni ? Ha ne fell ket d’e-omp-ni ivez klevet Jezuz ? E-c’hiz d’ann daou ziskibl emomp enn hent, mont a reomp war-zu ar vuez a bado da viken. Jezuz dre garantez a dosta ouz-omp, kerzet a ra, kouls lavaret, enn hor c’hichen. Siouaz d’e-omp, oc’h hor gwelet ken dievez anezhan, Jezuz a ia kuit diouz-omp hag hon lez da vont hon-unan. Na spontusa tra ! Taolomp evez na zeufe ann noz war-n-omp, ha ni tost d’ar pors ! Hastomp affo, galvomp Dour d’hon hincha, ha leveromp d’ezhan, euz a greiz hor c’haloun : Aotrou Doue, choumit gan-e-omp, rak ann abardaez a zo o tont hag izelaat a ra ann deiz.