Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
III LEVR. — II GENTEL.

fenn da vervel abars teurel frouez, rak er c’hiz-ze e c’hoarvezfe gan-en goude beza bet kelennet, ma ne ve entanet va c’haloun ; komzit onz-in gant aoun na venn barnet evit beza klevet ho komziou hep beza ho heuliet, evit beza ho anavezet hep beza ho c’haret, evit beza ho c’hredet hep beza ho miret.

Komzit eta, Aotrou Doue, rak ho servicher a zelaou ; ac’hanoc’h e teu ar c’homziou a gas d’ar vuez a bado da viken. Komzit ouz-in evit ma vezo frealzet va ene, evit ma’z inn war gresk er mad hed va buez, evit ma vezo meulet hag enoret hoc’h hano da viken.


EVIT HOR C’HELENN.


Eur vouez zo hag a gomz ouz-omp evel e gweled hon ene, pa stankomp hon diskouarn oc’h trouz ar bed, pa ne fell ket d’e-omp selaou nemet Doue hep-ken, pa c’halvomp anezhan gant holl ners hor c’haloun. Ar vouez-ze eo a rea dudiou sant Paol, sant Anton, sant Pakom enn amzer ma vevent pell dioc’h ann dud ; neuze e veze diskleriet d’ezho ann traou

guzeta euz a skiant Doue. Ar vouez-ze eo

5***