Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
III LEVR. — III KENTEL.



TREDE KENTEL.


Red eo selaou komziou Doue gant eur galoun izel ; meur a hini ne brizont ket anezho evel ma’z eo dleet.


1. — Jezuz-Krist. — Va mab, selaouit va c’homziou, c’houek-meurbed int ha dreist skiant ann dud gwiziek ha fur er bed-man. Va c’homziou-me a zo spered ha buez, arabad eo e vent prizet hervez skiant ann dud ; arabad eo d’e-hoc’h klask anezho evit ho plijadur, rak ne dalvezfe netra kement-se d’e-hoc’h ; red eo selaou sioul anezho hag ho c’hlevet gant eur galoun ann izela ha gant pep karantez.

2. — Ann ene mad. — Lavaret em euz : Euruz ann hini a vezo kelennet gan-e-hoc’h, Aotrou, euruz ann hini a vezo desket enn ho lezen gan-e-hoc’h hoc’h-unan, evit ma vezo torret ners he boaniou hag evit na vezo ket dilezet war ann douar.

3. — Jezuz-Krist. — Me, eme ann Aotrou Doue, am euz desket ar Brofeded abaoue ann deisiou kenta, ha betek-henn