a guzul hag a sklera ann holl Brofeded, rak c’houi hep-ken a hell hep-z-ho va deski e doare ; hi avad hep-z-hoc’h ne oufent deski netra d’in.
2. — Evit gwir ec’h hellont komz, hogen ne hellont ket lavaret petra eo ho c’homziou. Prezek kaer a reont, ha mar tavit-hu, n’int ket evit tomma ar galoun. Deski a reont d’e-omp ar Skritur sakr evel m’ema, ha c’houi a zesk petra eo da lavaret. Rei a reont da anaout ar misteriou, ha c’houi eo a ro da anaout petra zo kuzet enn-ho. Prezek a reont ho kourc’hemennou, ha c’houi eo a ro d’e-omp ners d’ho miret.
Diskouez a reont ann hent, ha c’houi a ra kerzet kalounek. N’ho deuz galloud nemet war ann diaveaz, ha c’houi a gelen hag a sklera ar galoun. Doura a reont ar wezen, ha c’houi a laka anezhi da deurel frouez. Ho c’homziou a choum e pleg ann diskouarn, ha c’houi a ro ar sklerijen d’ann hini ho selaou.
3. — Na gomzo ket eta Moizez ouz-in ; c’houi hep-ken, Aotrou va Doue, komzit ouz-in, c’houi zo ar wirionez da viken ! Komzit ouz-in enn aoun na zeu-