1. — Ann ene mad. — Komzit, va Doue, ema ho servicher oc’h ho selaou. Me zo ho servicher, roit d’in ar sklerijen, evit ma teskinn ho kourc’hemennou. Grit d’am c’haloun klevet ar c’homziou a zeu euz ho kenou, grit d’ho komziou koueza war-n-ezhi ker c’houek hag ar gliz.
Gwechall bugale Israel a lavare da Voizez : Komzit ouz-omp c’houi hoc’h-unan, ha ni a zelaouo ac’hanoc’h ; hogen arabad eo d’ann Aotrou Doue komz ouz-omp, gant aoun na varfemp. Ne d-eo ket evel-se, Aotrou, ne d-eo ket evel-se e lavarann-me d’e-hoc’h ; enn enep, ho pidi stard a rann gant eur galoun izel enn eur lavaret evel ar Profed Samuel : Komzit, Aotrou, rak ho servicher a zelaou. Ra davo Moizez hag ar Brofeded all ; c’houi hep-ken, Aotrou Doue, komzit ouz-in, c’houi