Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

da zougen ho c’hroaz, ken he ziskibien, ken ar re a c’hoanta mont war he lerc’h. Lavaret a ra d’ezho : Mar fell da unan-bennag dont d’am heul, r’en em zilezo he-unan, ra zougo he groaz ha r’am heulio.

Goude poueza pep tra, leveromp eta : Red eo d’e-omp gouzanv meur a enkrez evit mont da rouantelez ann Aotrou Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Kelennadurez ar groaz, gwall skouer evit ar Juzevien ha follentez evit ar baianed, a zo ar pez a oar ann dud nebeuta, Ansao a reont ez eo maro eunn Doue evit ho savetei, hag evelato ne fell ket d’ezho mervel d’ezho ho-unan, d’ho gwall-iouliou d’ho c’hoantegesiou ; hag e leveront evel re Gafarnaom : Garo eo ar c’homziou-ze, piou a oufe ho c’hlevet.

Red eo d’e-omp ho c’hlevet koulskoude, rak anez, n’euz silvidigez e-bed evid-omp. Ann env hag ann douar a ioa dizunvan etre-z-ho ; ar groaz e deuz ho unanet. Kement a ia d’ann env a zao euz a dreid ar groaz. En em stardomp eta oc’h ar groaz ; ra vezo ar groaz hor frealzidigez er bed-man, evel ma’z eo hon nerz. Pa fell