Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
II LEVR. — XII KENTEL.

da Zoue, enn he vadelez, digas d’e-omp eur boan-bennag da welet ha ni a zo kre, leveromp gant ann Abostol sant Andre : Kroaz santel, a glaskenn keit all zo ! Kroaz, savet evit va ene a ioa oc’h he gedal gant karantez !

Ann holl zent ho deuz c’hoanteet dougen ho c’hroaz goude komz er c’hiz-ze. Gouzanv ha mervel, a lavare aliez santez Tereza. Hag e-kreiz he foaniou e kave muioc’h a beoc’h hag a eurusded eget n’ho devezo birviken, ar re a zo euruz hervez ann dud. Eur berad daelou hep-mui-ken, pa vez skuillet e-c’harz treid Jezuz, a zo kals dudiusoc’h eget holl zudiou ar bed.


PENN DIVEZA ANN EIL LEVR.