Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
II LEVR. — XII KENTEL.

hed ho puez evel pa vec’h war ho tremenvan ; gouezit ervad penaoz seul vui e varv ann den d’ezhan he-unan, seul vui a ze a vev evit Doue.

14. — Traou ann env a zo dreist spered ann hini ne fell ket d’ezhan dougen he veac’h dre garantez evit Jezuz-Krist. N’euz netra e-bed hag a ve ker kouls dirak Doue, netra a ve gwelloc’h evid-hoc’h er bed-man, eget gouzanv a galoun vad evit Jezuz-Krist.

Ha pa vec’h lezet da gemeret etre daou, e tlefac’h kentoc’h c’hoantaat kaout poaniou evit Jezuz, eget beza frealzet, dre ma vec’h neuze heveloc’h oc’h Jezuz-Krist hag ouz he holl zent.

Rak ne d-eo ket dre ar frealzidigez na dre zudiou e-leiz eo e teuomp da dalvezout muioc’h ; ne d-eo ket dre-z-ho ez a hor stad da well ; dre ar poaniou eo ha dre ann enkresiou braz.

15. — Hag evit gwir, ma vije bet evit silvidigez ann dud eunn dra-bennag all gwelloc’h ha talvoudekoc’h eget na d-eo ar poaniou, n’euz mar e-bed n’en divije Jezuz desket kement-se d’e-omp dre he skouer ha dre he gomziou; rak alia a ra