Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

he vurzudou, ha nemeur a hini a gar dismegans he groaz.

2. — Kalz a dud a gar Jezuz endra na stourm netra out-ho ; kalz a dud a veul hag a vennig Jezuz endra m’ho deuz digant-han eur frealz-bennag. Hogen, mar teu Jezuz d’en em guzet, mar teu da bellaat diout-ho, hed eur mare hep-ken, setu emint rak-tal oc’h en em glemm pe oc’h en em zigalounekaat.

Enn enep, ar re a gar Jezuz evit Jezuz hep-ken, ar re ne garont ket anezhan enn abek d’ar frealzidigez a zigas d’ho c’haloun, ar re-ze a vennig anezhan pa zeu d’ezho enkresiou ha poaniou, kouls ha pa zeu d’ezho ar frealzidigez vrasa. Oc’hpenn-ze, ha pa ne fallfe ket da Jezuz rei morse d’ezho nep seurt frealzidigez, evelato e veulfent bepred anezhan hag hen trugarekafent bepred.

3. — Petra zo ha ne rafe ket ar garantez evit Jezuz, pa vez glann ha pa ne glask ket he mad hag he eaz : he-unan, pa vez distag dioc’h pep karantez evid-omp hon-unan ? Ha n’eo ket gwir ne reont netra evit netra, ar re a glask bepred ar frealzidigez ? Ha ne d-eo