Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
II LEVR. — XI KENTEL.

da rei d’ezhan netra nemet hor c’haloun. Mad ! ne c’houlenn netra ken digant he vugale geiz. Ra vezo eta hor c’haloun da Zoue hep kemm na ment ; ra vezo d’ezhan hep-ken. Grit ’ta, va Doue, n’e devezo va c’haloun ken c’hoant nemet d’ho kaout ; grit na vevo hiviziken nemet gant ho karantez, hag evel-se ma vezo hon ene a-unan gan-e-hoc’h war ann douar, evit ma’z aio divezatoc’h d’ann euruzded a bado da viken.




UNNEKVED KENTEL.


Nebeut a dud a gar kroaz Jezuz-Krist.


1. — Kalz a dud a zo hag a gar rouantelez Jezuz enn env ; nemeur avad a gar dougen he groaz. Meur a hini a c’hoanta kaout he frealzidigez, nebeut a gar he boaniou. Kalz a dud a gar azeza oc’h he daol, nebeut a gar iun evel-t-han.

Ann holl a fell d’ezho kaout ho lod enn he laouenidigez, ha ne fell da zibaot hini gouzanv eunn dra-bennag evit-han. Kalz a dud a ia da heul Jezuz bete terri ar bara, ha nebeut a dud beteg eva ar c’halir euz he boaniou. Kalz a dud a veul