Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
II LEVR. — XI KENTEL.

ket anat ho deuz muioc’h a garantez evit-ho ho-unan eget n’ho deuz evit Jezuz, ar re ne glaskont nemet ar pez a zo mad ha talvoudek evit-ho? E pe leac’h e vezo kavet ann hini a fell d’ezhan servicha Doue evit netra ?

4. — Dibaot a weach e kaver eunn den a zo maro a-walc’h dezhan he-unan evit beza distag a-grenn dioc’h traou holl ann douar ; rak ar gwir baour a spered, ann hini zo he galoun distag dioc’h ann traou krouet, gant piou e vezo-hen karet ? Mont pell d’he glask a ve red, ha beteg ar penn pella eus ar bed.

Hag en defe roet ann den kement tra en deuz, ann dra-ze ne ve netra. Hag en defe great eur binijen galet, ann dra-ze ve dister dra. Ha pa ve gwiziek e kement zo, e ve pell c’hoaz. Ha pa ve mad ha fur a bep hent, pa ve den a feiz ar brasa, e ve c’hoaz enn eunn dienez vraz, rak bez’ en defe dienez euz a eunn dra a zo red d’ezhan dreist pep tra.

Na petra eo eta ann dra-ze ? Goude dilezel pep tra, e tle en em zilezel he-unan,

en em ankounac’haat a-grenn hag en em

5*