Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
II LEVR. — VIII KENTEL.

loun. Rak pa vez gras Doue gan-e-omp, neuze ec’h hellomp ober pep tra ; enn enep, mar teu gras Doue da bellaat diouz-omp, neuze ez omp paour ha sempl ive, evel pa vemp bet dilezet e-kreiz ar poaniou.

E kement se, ann den ne dle ket koll fisians nag en em zigalounekaat ; kentoc’h e tle en em lakaat etre daouarn ann Aotrou Doue, ha gouzanv, evit gloar Jezuz, kemend a c’hoarvez gant-han ; rak goude ar goanv e teu ann hanv ; goude ann noz e tistro ann deiz ; pa ehan ar bar-arne, e teu ann amzer gaer war he lerc’h.


EVIT HOR C’HELENN.


Map Doue a zo diskennet dre garantez war ann douar ; dre ar garantez e sav hon ene beteg enn-han. Eunn dudi eo neuze gwelet Jezuz hag hon ene, ho daou a-unan. Ober a ra neuze Jezuz ar pez en deuz lavaret : Ne fell ket d’in e teufac’h da veza emzivaded ; dont a rinn etrezek enn-hoc’h.

Deut eta, va Jezuz, deut da derri ar chadennou am stag oc’h ann traou krouet

hag a ra d’in dale, siouaz, da veva evid--

4***