Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hoc’h hep-kep. Plijet gan-e-hoc’h mac’h en em ankounac’hainn va-unan, grit na welinn mui na c’hoantainn mui nemed-hoc’h ; grit ma talc’hinn mad d’ho kaloun, evel ho tiskibl muia karet, ha mia vevinn enn eur peoc’h dudiuz ne gaver ket anezhi war ann douar ; enn eur peoc’h ne oar ket ar bed petra eo, ha ne d-eo ket dre-ze evit beza tevaleet gant netra.




NAVED KENTEL.


War ziouer pep frealzidigez.


1. — Endra bad frealzidigez Doue, ne d-eo ket diez d’ann den ober fae euz a frealzidigez ar bed. Eunn dra gaer-meurbed eo dioueret a galoun vad frealzidigez Doue ha frealzidigez ann dud ; eunn dra gaer eo ive gouzanv a ioul frank ha dre garantez evit Doue ar seurt diouer-ze enn he galoun, heb en em glask he-unan e netra, hag oc’h en em ankounac’haat he-unan.

Hag eunn dra souezuz eo e vec’h laouen ha leun a garantez Doue, pa zeu he c’hras enn ho kaloun ? Pep den a c’hoanta kemeut-se. Eunn dudi eo kerzet,