Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

pep tra, pa’z eo he-unan ar mignoun mad ha leal dreist ann holl vignouned. Dre garantez Jezuz hag e Jezuz e tleit karet ho mignouned kouls hag hoc’h enebourien, hag he bedi evit-ho, evit ma teuint holl d’he anaout ha d’he garet.

5. — Na c’hoantait morse beza meulet ha karet dreist ann holl, rak kement-se ne d-eo dleet nemet da Zoue hep-ken, da Zoue n’euz den evel out-han. Arabad eo d’e-hoc’h ive c’hoantaat e ve kaloun eunn all stag ouz hoc’h-hini ; na c’hoantait ket ken-nebeut e vec’h touellet gant karantez den e-bed ; ra vezo Jezuz enn ho kaloun hag e kaloun ann holl dud vad.

Bezet ho kaloun glann hag hep karantez evit ann traou krouet. Red eo e ve ho kaloun neat ha distag dioc’h pep tra, mar fell d’e-hoc’h beza diere, mar fell d’e-hoc’h gwelet peger mad eo ann Aotrou Doue.

6. — Hag evit gwir, ne hellot ket dont a-benn a gement-se, ma n’hoc’h euz ket gras Doue, ma n’oc’h ket tennet gant-hi, enn hevelep doare mac’h hellot beza a-unan gant-han, goude beza taolet er-meaz ha kaset kuit pep tra euz ho ka-