Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
II LEVR. — VI KENTEL.


Ober mad atao hag en em brizout nebeut, a ziskouez ez eo izel hor c’haloun. Dizprizout pep frealzidigez a zeu a berz ann traou krouet, a ziskouez ez eo hon ene glann ha leun a fisians.

4. — Ann hini ne glask evit-han nep meuleudi a berz ann dud, hen-nez a ziskouez ez eo en em roet holl da Zoue. Rak n’eo ket ann hini en em veul he-unan a vezo kavet mad, ann hini a zo meulet gant Doue eo.

Kerzet gant Doue enn-omp hon-unan, beza distag dioc’h ann traou a-ziaveaz, setu stad ann den zo boaz da glevet mouez he goustians.


EVIT HOR C’HELENN.


N’euz peoc’h e-bed evit ann hini n’her c’hav ket enn-han he-unan. Eur galoun enkrezet hag a zo o klask, e-mesk ann traou krouet, ar peoc’h e deuz diouer anezhan, ar galoun-ze a sko e biou, rak ar peoc’h n’ema ket eno. Na c’houi zo kiriek d’e-hoc’h hoc’h-unan d’en em fazia ! Ar mor pa vez dirollet gant eur barrad avel, ar mor ne darz ket muioc’h he goummou eget na ra gwall-ioulou ann den er bed. Perak ’ta e livirit-hu d’ar