Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

bed : taol diwar-n-oun va beac’h-enkrez. N’euz peoc’h e-bed nemet e Doue, n’euz levenez e-bed nemet er goustians vad. Plijaduresiou ar bed a zo eunn ebad d’ann den, ann drouk-ioulou a zeu eaz da douella anezhan war ann tomm. Allaz ! pa vezont-hi tremenet, petra choum war no lerc’h ? Livirit ? Hag endra ma padont, livirit, nag a zoan, nag a enkrez aliez ! Dishevel-braz eo ann euruzded a zo oc’h heul eur vuez vad ; n’euz netra evel-d-hi. Ha gwelet a rit-hu er bed-man eunn dra hag a zo hevel oc’h stad ar re euruz enn env, kement ha ma’z eo stad ann ene savet dreist traou ann douar, kement ha ma’z eo stad ann ene a zo e peoc’h gant Doue dre ar fisians ha dre ar garantez ?

Ra vezo ar stad-ze ho stad-c’houi ; deuit ha gwelit peger mad eo ann Aotrou Doue. Grit ar pez a hellot, deuet c’hoant enn ho kaloun, nag ann hini a zigas ar menosiou mad enn no spered a roio d’e-hoc’h ann nerz d’ho c’has da benn.




SEIZVED KENTEL.


Red eo d’e-omp karet Jezuz dreist kement zo.


1. — Euruz eo ann hini a oar petra eo karet Jezuz hag en em zisprizout he-unan evit Jezuz. Neb en deuz eur mi-