Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tians vad, n’ema ket e genou ann dud. Dudiou an dud vad a zeu digant Doue hag a zo e Doue, hag ho levenez a zeu euz ar wirionez. Ann hini a c’hoanta ar gwir c’hloar, ar c’hloar a bado da viken, hen-nez na ra van euz a c’hloar ar bed.

Ann neb a glask gloar ar bed, ann neb ne ra ket fae anezhi e gweled he galoun, a zo anat e kar re nebeut gloar ann env. Ann hini ne ra van e-bed pe hen a vezo meulet, pe hen a vezo tamallet, hen-nez a vev enn eur peoc’h braz.

3. — Ann hini a zo glann he galoun, a vezo eaz d’ezhan beza euruz ha beva e peoc’h. N’oc’h ket santeloc’h eget na d-oc’h evid-hoc’h da veza meulet ; na falloc’h mar d-oc’h tamallet. Ar pez ma’z oc’h ez oc’h ; petra-bennag a vezo lavaret ac’hanoc’h, ne viot ket brasoc’h evit se dirak Doue eget ne d-oc’h e gwirionez. Mar taolit evez piz e pe stad ema hoc’h ene, ne reot fors e-bed euz ar pez a lavaro ann dud ac’hanoc’h.

Ann den ne hell gwelet nemet ann diaveaz ; Doue a wel er galoun. Ann dud a zell oc’h ann oberiou, Doue a bouez ar sonjezonou.