gwir furnez, ar wiziegez dreist holl a zo en em anaout hon-unan ; e pep mare e tleomp lakaat hor poan evit se. Enn eur ober evel-se, e teskomp en em zisprizout hon-unan, e teskomp gouela war c’houliou hor c’haloun, war ar garantez direiz a zo oc’h hon dalla, war ar c’hoantegesiou fall a wask ac’hanomp. Neuze ivez e lavaromp war-eunn-dro gant ann Abostol : Piou a daolo diouz-in ar c’horf marvel-man ? Eurusa tud eo ar re a zo distag evel-se diouz ho c’horf ! Petra a gavimp-ni goude ann taol diveza-ze, mar talc’homp mad ha stard d’ar wirionez ? Bez’ e kavimp Doue, Doue hep-ken, ha gant Doue pep tra, pep frealzidigez, pep mad.
O va ene, pep tra o veza er c’hiz-ze, deskit affo hag a-vreman en em zistaga dioc’h ar beac’h a ra d’e-hoc’h plega, deskit en em zistaga dioc’h ann douar, dioc’h ann traou krouet, evit en em rei da Zoue, da Zoue hep-ken.
1. — Gloar ann den a zo ann desteni a ro d’ezhan he goustians vad. Ho pezet eur goustians vad, hag e viot bepred