Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
II LEVR. — VI KENTEL.

laouen. Eur goustians vad a oar gouzanv meur a dra, hag a zo laouen-meurbed e-kreiz he foaniou. Eur goustians fall a zo bepred eun aoun hag enn enkrez.

Bez’ e viot enn eur peoc’h dudiuz ma ne rebech d’e-hoc’h netra ho kaloun. N’en em laouenait nemet pa ho pezo great mad. Ar re fall n’ho deuz morse na gwir levenez na peoc’h e-bed enn ho c’haloun, rak ne d-euz ket a beoc’h evit ann dud fallakr, eme ann Aotrou.

Mar teu ar re-man da lavaret : E peoc’h emomp, ne c’hoarvezo drouk e-bed gan-e-omp, piou a gredfe noazout ouzomp ? Na gredit ket anezho ; rak dourn Doue a savo enn eunn taol, ho oberiou a vezo kaset da netra, hag ho menosiou a ielo da goll.

Beza laouen e-kreiz ann enkrez ne d-eo ket eunn dra ziez d’ann hini a gar Doue, rak beza laouen evel-se a zo lakaat he c’hloar e kroaz ann Aotrou Doue. Buhan e tremen ar c’hloar a zeu digant ann dud. Anken zo atao oc’h heul gloar ar bed.

Gloar ar re vad a zo enn ho c’hous-