brederiou ar bed. Mont a reot war adre enn enep mar talc’hit stad euz a draou ann douar. Na gredit ket e ve netra braz, netra huel, netra dudiuz, netra talvoudek nemet Doue hep-ken ha kemend a zeu digant-han.
Kredit ne d-eo nemet avel ha moged kement frealzidigez a zeu a berz ann dud. Ann hini a gar ann dud dreist pep tra, hen-nez a zispriz kemend a zo izeloc’h evit-han. Doue hep-ken a zo a viskoaz hag a vezo da viken, Doue n’en deuz na kemm na ment ; ne d-euz leac’h e-bed n’ema ebarz ; Doue a zo frealzidigez ann ene ha gwir levenez ar galoun
Ha pa oufac’h-hu kement tra vad ha kement tra fall a zo e kaloun ann dud holl gwitibunan, petra a dalvezfe kement-se d’e-hoc’h ma n’en em anavezit ket hoc’h-unan ? Ne vezo goulennet digan-e-hoc’h, deiz ar varn, netra diwar-benn ar re all. Ankounac’hait eta ann traou-ze a ia peurliesa da heul ar re a zo douget d’ann drouk ; ankounac’hait ann traou-ze, hag en em roit d’ar pez a blij da Zoue, d’ar pez a zo talvoudek evit hoc’h ene. Ar