Eunn den zo he galoun distag dioc’h ann traou a-ziaveaz, a gav gwelloc’h sonjal eun he ene eget e kement zo ; hag ann hini a daol evez mad out-han he-unan, a zo eaz d’ezhan tevel diwar-benn ar re all.
Ne viot biken distag dioc’h ann traou a-ziaveaz, ne viot biken e gwirionez den a zoujans Doue nemet tevel a rafac’h diwar-benn ar re all, nemet sellet piz a rafac’h ouz-hoc’h hoc’h-unan. Oc’h en em rei holl da Zoue ha d’e-hoc’h hoc’h-unan, ne viot kizidik tamm e-bed e-kenver ar pez a welot dirak ho taoulagad.
E pe leac’h emoc’h-hu, pa n’emoc’h ket gan-e-hoc’h hoc’h-unan ? Ha pa ho pe gwelet kement zo, petra a vad a zeufe d’e-hoc’h evit-se, mar d-oc’h lezirek enn ho kenver hoc’h-unan ? Mar fell d’e-hoc’h beva e peoc’h hag e gwir garantez Doue, ez eo red d’e-hoc’h prizout nebeutoc’h ar pez ne vern ket ouz-hoc’h ; red eo ive gwelet atao Doue dirak ho taoulagad, ha teurel evez ouz-hoc’h hoc’h-unan.
3. — Buhan eta ez eot war gresk er mad, mar d-oc’h bepred distag dioc’h holl