Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tra. Diesoc’h eo d’e-omp stourm oc’h hon techou fall eget ne d-eo ober labouriou tenn. Ann hini n’en em ziwall ket dioc’h ar pec’hejou bihan, nebeut a nebeut a affeillo gwasoc’h a ze.

Bez’ e viot laouen bepred dioc’h ann abardaez-noz, ma na gollit tamm amzer hed ann deiz. Bezit atao war evez e-kenver ho skianchou, en em galounekait hoc’h-unan, en em gelennit hoc’h-unan. Petra-bennag a c’hoarvezo gant ar re all, na vezit ket dieguz enn ho kenver. Seul vui ho pezo enebet ouz-hoc’h hoc’h-unan, seul vui a ze ez eot war gresk er mad.


EVIT HOR C’HELENN.


Ha c’houi zo c’hoantek ha troet mad da ober ho silvidigez ? Bezit eta war evez evit labourat hag evit stourm ; anez n’euz silvidigez e-bed evid-hoc’h. Ann hent a gas da goll a zo ledan ; hogen nag hen zo striz, eme ann Abostol, ann hent a gas d’ar vuez ! Nerz ar c’hras, evit gwir, a dorr nerz al labour kalet-ze d’ar c’hristen mad. Evit-han da skuiza ha da c’houzanv poaniou, ann den a feiz hag a zoujans Doue a zo evelato enn eur peoc’h dudiuz ;