Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
I LEVR. — XXV KENTEL.

mezur hoa ene ! Dibaot eo d’e-omp, siouaz, tanva ar vagadurez-ze.

10. — Eunn den ha ne glask mui frealzidigez ar bed, a zeu da gaout Doue, ha neuze e vez bepred eaz, n’euz fors petra a c’hoarvez gant-han. Nep tro ne vez laouen, pa zeu d’ezhan pep tra da vad ; nep tro ne vez nec’het, pa stag ann enkrez out-han ; en em lakaat a ra gant fisians etre daouarn ann Aotrou Doue a zo evit-han pep tra e kement zo, e Doue netra ne varv, netra ne d-a da goll ; enn-han avad pep tra a vev, oc’h Doue pep tra a zent hep dale.

11. — Ho pezet sonj atao euz ha teiz diveza, ha ne ankounac’hait ket ann amzer gollet, morse ne zistro mui war he c’hiz. Ne viot biken den fur ha mad a bep hent, hep kalz a boan hag a aket.

Buhan e viot enkrezet mar teuit da veza lezirek. Enn enep, mar d-oc’h birvidik er mad, e vezo braz ho peoc’h, hag ho labour a vezo kalz didorroc’h, dre ma vezo gras Doue gan-e-hoc’h, ha dre ma kerrot ar zantelez.

12.— Eunn den hag a zo kre he garantez hag he aket, hen-nez a zo reiz da bep