Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
I LEVR. — XXV KENTEL.

dishevel braz eo ar pec’her. Koulskoude ez eo red d’ezhan lakaat he boan hep paouez evit en em drec’hi he-unan, evit trec’hi he c’hoantegesiou hag he zrouk-ioulou, evit trec’hi ar bed hag an aerouant. Ar zent, abarz mont d’ann env, ho deuz stourmet pell ha kalounek out-ho ho-unan. Darn zo bet merzeriet dre ne felle ket d’ezho prena ho buez ; re all zo bet goapeet, skourjezet, chadennet, taolet e leac’hiou bac’h labezet gant mein, heskennet e beo. Gouzanvet ho deuz pep seurt poaniou : lazet int bet dre ar c’hleze, kaset int bet er-meaz euz ho bro. Goloet e oant gant krec’hin loened ; hed ho buez int bet enkrezet ha doaniet ; baleet ho deuz dre’l lec’hiou distro, dre ar menesiou, bevet e toullou dindan ann douar. Ar bed, evit gwir, ne dalveze ket tud er c’hiz-ze.

Testou a vagad a zo enn-dro d’e-omp : pellaomp eta dioc’h kement a wask ac’hanomp, pellaomp dioc’h ar pec’hed ; deomp da stourm hag hast war-n-omp ; savomp hon daoulagad war-zu Jezuz a zo ar penn kenta hag ar penn diveza euz ar feiz. Evit mont d’al levenez a ioa bet great evit-han, Jezuz en deuz gouzanvet poaniou war ar groaz, oc’h ober fae euz ar vez, hag a zo azezet breman enn tu deou da Zoue.


PENN DIVEZA AR C’HENTA LEVR.