Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
439
MAR

dousier dira-z-han, ha war-n-ezhi peadra d’ezhan da zibri ha da efa. Ne wele o tegas ann traou-ze nemet eunn dourn hag eunn hanter-vreac’h gwenn-kann. Ar burzud-ma a lakeaz Laouik nec’het. Naoun enn devoa hag evelato ne grede ket kalz dibri, ha, m’oarvad, n’enn divije debret tamm, anez ma tilammaz enn e spered ne dlie ket beza fall d’ezhan dibri eunn dra-bennnag, pa wele ann azen e-unan o peuri. Neuze Laouik a stagaz gant-hi, a zebraz hag a efaz gwalc’h e galoun, na petra ’ta ?

Ann azen ; pa voe leun e gof, a c’hourvezaz da ehana. Ne voa ket eur zouez, rak skuiz e tlie beza goude eur pennad hent evel enn devoa great. Ar paotr Laouik a reaz ivez evel ann azen hag en em astennaz eno war al letoun. Evelato pa gavaz d’ezhan e voa diskuiz a-walc’h he-unan hag e tlie e azen beza evel-d-han, e lavaraz Laouik d’he azen : — ac’han ’ta, va azen, mont a reomp adarre. — Al loen, pa glev, a zao Dioc’htu enn e zav, hag ar paotr a lamm war e gein adarre. Neuze avad, e-leac’h mont araok evel enn devoa great beteg-hen, ann azen a zistro war e c’hiz dre ann hent ma voa eat di, hag en em gaout a rejont o-daou er gear ; goude tremen penn-dre-benn dre ann hent ho-devoa great evit mont.

Pa voent eat e porz ar maner, Laouik a ziskennas, a gasaz he azen d’he graou hag a ieaz war-eeun d’ann ti. Lavaret a reaz d’ann aotrou, a voa oc’h e hortoz : — Setu-me distro, aotrou, great am beuz evel ho poa lavaret d’in, ha laosket ann azen da vont el leac’h ma kare, hep biskoaz sacha war e benn. — Mad as peuz great, eme ann aotrou ; breman pa’z oud distro, lavar d’in e pe leac’h oud bet ?  — E feiz avad, aotrou, ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h petra eo ar vro-ze am beuz gwelet, rak dre ama n’euz bro e-bed hevel out-hi na tost zoken.  — Mad, eme ann aotrou ; ma n’oud ket evit lavaret d’in petra eo ar vro-ze, lavar diana petra as peuz gwelet, rak emichans es-peuz gwelet eunn dra-bennag enn da dro ; n’oud ket dall ha n’es peuz kennebeud, m’oarvad, serret da zaoulagad ivez. — Nann avad, aotrou, ha traou a-walc’h am beuz gwelet, traou e-leiz ha ker burzuduz, ma’m-beuz klasket anaout petra voant, ha kaer am beuz bet klask gwella ma c’hellenn, n’ounn ket bet evit gouzout netra. — Mar kerez lavaret d’in petra eo ann traou-ze, me marteze a c’hello rei da anaout d’id petra int. 

— Da genta, eme Laouik, eo eat ann azen er mor, hag a-benn eur pennad goude, ar mor a zo bet izeleat dindan he dreid hag ann azen enn deuz kavet eunn hent da vale. — Ar mor-ze, eme ann aotrou, a zo ar bed-man, hag ann hent-ze a zo hent buez ann dud war ar bed. — Goude, eme ar paotr, hor beuz bet kavet eur pez rod vraz hag a c’holoe ann hent, hag enn he c’hreiz lammennou kountellou e-leiz, aotennou, tachou ha filsier, ha traou all lemm pe lemmoc’h a bep seurt anezho. Dre greiz ar rod-se omp tremenet hep kaout kemend a boan evel a gave d’in hor bije bet. — Ann dra-ze, eme ann aotrou, a zo ar penn kenta da vont d’ar baradoz. — Goude ar rod vraz-ze, eur pennad mad enn tu all, em beuz klevet kri forz ha iud gant eunn den, eur biz d’ezhan hepken enn tan. Enn eur dremen em eus lavaret d’ezhan tenna he viz kuit ha n’enn divije ken a boan. — Ne voa ket heb abek e krie er c’hiz-se, eme ann aotrou ; ann den-ze a iea d’ann ifern, ha kaer enn divije sacha, ne vije ket bet evit tenna he viz ; barnet e oa ha barnet mad ; goude he viz e tevche he vreac’h, hag he gorf a-bez da ziveza.  — Pelloc’hik ac’hano, eme Laouik, em beuz gwelet eunn den all war greiz he gein enn tan hag o c’hoarzin evelato enn eur zellet oc’h ann env. Gant ann daou zen-ze ounn bet nec’het eur pennad mad. — He-man, ann diveza-man, a lavaraz neuze ann aotrou, a voa er purgator hag a wele Doue ac’hano. Fisians en devoa e torrje nerz e boaniou hag ez aje da ziskuiza d’ar baradoz.  — Ac’hano ez ounn bet souezet adarre o welet eur pez bagad saout lard-kuill evel toaz e-kreiz eur waremm goloet a vein hag a rec’hier, ha ne voa enn-hi nemet koz bruk d’ezho da beuri, hag eur pennad ac’hano, enn eur prad goloet a c’heot flour, eur vandennad saout all a voa treud-eskern ha ken diskarn, mac’h hejent gant ann avel war o zreid ; beteg ho c’hof edont koulskoude er boed. Gant ann dra-ze eo bet gwall dregaset va