Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
MAR

nad vein, ha saout treut enn eur prad mad. — Dindan ann dra-man, eme-z-han, e tle beza kuzet eunn dra-bennag hag a zo enn tu-all d’am spered, rak n’ounn ket evit dont a-benn da anaout petra eo.

War gement-se, ann azen ne choume ket a zav ; mont a rea atao war he ourzik hep choum da zellet e neb leac’h ; evit doare n’en devoa ken preder nemet mont gant e hent. Laouik, hen avad, ken touellet gant ar burzudou a wele, ne dize ket kaout naoun, leun e gof gant ann traou a wele ; n’enn devoa bet na sonj nag amzer da zibri tamm abaoue ma voa eat euz ar gear.

Goude beza bet evel-se eur pennad brao o pleustri diwar-benn ar zaout lard hag ar zaout treut, ec’h en em gavchont, ann azen ha Laouik, dirak diou garrek vraz o tont d’en em steki ann eil oc’h eben evel daou vaout oc’h en em ganna pe o tourtal ; tan a strinke diout-ho evel dioc’h diou gurun o strakal. — Allaz ! eme Laouik, mar d-a va azen beteg eno da glask tremen e vezo great hor stal d’e-omp hon-daou ; evelato, red eo kaout fisians e Doue. Beteg-hen omp en em dennet brao eus a gement zo c’hoarvezet gan-e-omp, hag aman ez aimp brao ivez emichanz heb nemeur a boan. Ann diou garrek en em stoke atao war ann hent hag ann azen a iea ivez atao etrezek enn-ho evel pa ne vije bet netra dira-z-han. Penn ann azen a ia e-kreiz etre-z-ho, hag e gorf goude beteg e lost a voe paket (eur pouchad anezhan) ken a zivogedaz eunn draik enn tan diout-han, darbet d’ezhan kregi ebarz.

— Poent e voa tremen, eme Laouik, ha ma vijemp-ni bet paket e-kreiz, e vijemp bet friket evel silzik maout ; evit doare n’omp ket en em gavet c’hoaz, rak me wel a-hont eur pez pont da dremen ; ken huel hag eur menez eo, ha dindan-han eur volz vraz o terc’hel anezhan klok ha sounn.

Dre ma tostaent oc’h ar pont, Laouik a zelle, ha kaer enn devoe ne wele ken hent da bignat nemet deresiou sounn ha ker striz ouspenn c’hoaz m’en divije bet eunn den e-unan beac’h o tremen eno. — Birviken eme-z-han, ne d-aio va azen dre ann deresiou-ze d’ann neac’h, ha koulskoude n’euz hent all e-bed. N’eus fors, mar marv aman, me a raio ivez. evid-oun-me, ne ziskroginn ket anezhan hag her lezo da vont d’al leac’h ma troio enn e benn.

P’en em gavaz ann daou-man e traon ann deresiou, ann azen a zavaz he dreid araok evit pignat war ann derez kenta. Darbet e voe d’ezhan koueza, panefe ma c’hellaz kaout harp d’he zaou droad adre e gwask eur mean-ben a gavaz eno. Neuze ann azen a zao adarre e dreid araok evit pignat hueloc’h. Sevel a ra pep tro hueloc’h-huela, ha Laouik, krog stard enn he voue, a zao d’he heul, enn eur lavaret d’ezhan : — Beac’h war-n-oud, va azen ! Enn em gaout a raimp ! — Pa en em gavchont war-laez, al loen keaz a voa skuiz-maro ha beac’h enn devoa o tenna e alan. Evelato ne chomaz ket tamm a-zav da ehana. Eno breman Laouik a glev eur ganaouenn gaer evel n’en devoa klevet biskoaz. — Petra eo ar c’han-ze, eme-z-han, ne welann den koulskoude war-dro aman. — A-benn eunn hanter-heur vale goude, ez ejont enn eur c’hoat ; ar gwez a voa huel ha bodennek a-ziouc’h ho fenn, ha disheolia a-bell a reant tro-war-dro. Laboused euz ar re gaera, ruz, melen, gwenn ha glaz, a nije enn dro d’ezho, enn eur gana ker koant ma voa eunn dudi o c’hlevet. Dreist kan ar re-man e kleve Laouik mouesiou all kaeroc’h c’hoaz, ma vije lavaret e voant elez ar baradoz o kana hag o c’hoari war o zelennou.

Ann azen a valea atao pa en em gavchont e penn eur vali hirr-hirr, ha Laouik a wel eno eul letonenn vraz hag enn-dro d’ezhi eur c’hael spern-gwenn ker stank, ne vije den evit lakaat penn he viz enn-hi hep beza toullet gant ann drein. Ne voa eno hent all e-bed da vont pelloc’h, ha red mad e voa treuzi ar c’hael spern-ze pe zistrei enn-dro. Mad ! ne d-eo ket traou a seurt-ze eo a zalc’h ann azen a-zav. He-man a ia atao, ha pa voe tost d’ar c’hael spern hag harp out-han, ar c’hael a zigor o plega a bep tu hag heb he doulla tamm e-bed.

Pa voe al loen-man en em gavet eno e-kreiz al letonenn, e choumaz krenn a zav hag en em lakeaz da beuri. Setu Laouik neuze ha diskenn diwar he gein, dre ma welaz n’en devoa ket da vont pelloc’h. Ne voa ket diskennet mad a-veac’h, ma welaz astenn eunn