Pajenn:Troude - Marvailhou, 1876.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
MAR

spered, ha biskoaz, kaer am beuz bet, n’ounn ket bet evit gouzout petra a voa. — Ar rumm saout lard kenta, eme ann aotrou, a zo skouer ar re baour war ann douar, evito n’ho deuz kouls lavaret, netra da zibri, nemet a-wechou tamm ama, tamm a-hont ; evelato laouen bepred enn ho stad, ez int lard, da lavaret eo ez eo eaz o spered gant ar pez a zo roet d’ezho gant Doue. Ne c’hoantaont ket kaout madou ar re all, gant gras Doue ho deuz a-walc’h. Ann eil rummad saout treut avad a zo skouer ar re fall ha pinvidik ; beteg o c’hof emint e-kreiz ar boed hag evelato ho spered ne d-eo ket eaz gant ar pez o deuz. Seul-vui o deuz, seul-vui o deuz c’hoant da gaout. 

— Ac’hano, eme Laouik, ez ejomp hag e valejomp pell amzer heb kaout netra, ken n’en em gavchomp gant diou bez karrek vraz oc’h en em dourtal war greiz ann hent, eunn trouz braz hag eunn dregern gant-ho, m’ho c’hlevet a bell bro. Pa en em stokent, e strinke diout-ho luc’hed ha tan, ha mein, ma voa eur spount tostaat out-ho. Ann azen a ieaz d’o c’haout evelato. Beac’h e voe d’ezhan mont e-biou ha d’in-me ivez, rak bek ha lost a voe paket etre ann diou garreg. Lavarit d’in, aotrou, me ho ped, petra eo ann diou garreg-ze ? — Ar re-ze a zo da zaou vreur eat d’ann ivern ; ne reont eno nemet en em ganna. — Goude, eme Laouik, hor beuz ranket tremen dreist eur pont huel savet war eur volz vraz, biskoaz ne weljoun bolz evel houn-nez. Gwasa a voa eo ne voa da bignat war-n-ezhi nemet deresiou ken enk ka ker moan, ma voe tost d’ann azen diruilla diribign d’ann traon ne c’houfenn lavaret ped gweach. Evelato e c’hellaz goude kalz a boan tizout ar c’hreac’h, ha goude e tiskennaz, me atao war e gein. — Ann hent-ze striz, diez hag huel, a zo ann hent tosta da zor ar baradoz, eme ann aotrou ; poan a ranker da gaout evit mont di, ha n’eo ket ann holl evit pignat eno, evel az peuz gwelet. Meur a hini, pa vezo pignet eur pennad mad, a ziruill ouz traon, ha goude n’ho deuz ket ar galoun da bignat adarre ; klask eunn hent all a reont ha ne gavont nemet hent ann ifern. — Diskennet ac’hano, eme ar paotr, e klevjoun goude eur ganaouenn gaer, hag ez eaz va azen dre eur vali gwez kaer (ar re gaera am beuz gwelet biskoaz), da eul letonenn vraz, eur c’hae spern gwenn enn-dro d’ezhi. Ar spern a voa ker stank, ne vije ket evit lakaat penn ar biz ebarz heb beza toullet gant ann drein. Evelato, ann azen, Dioc’htu ma voe tost, a lakeaz he benn e-touez ar spern hag ar c’harz a zigoraz evit lezel anezhan da dremen eno. Pe voe eat ebarz, e choumaz a-zav hag en em lakeaz da beuri. Neuze e tiskennjoun diwar e gein, ha me gwelet eur vreac’h hag eunn dourn gwenn o tont hag oc’h astenn eunn dousier a zira-z-oun ha war-n-ezhi a bep seurt traou mad da zibri ha da efa. Ha me naoun d’in, e voenn lent da genta ; evelato e tebrjount goude-ze hag ec’h ehanjoun gourvezet war al letonenn, ann azen em c’hichenn. Goude dibri ha diskuiza eur pennad, e tistrojomp hon-daou enn dro, dre ann hent ma voamp eat ; ha setu ni en em gavet evel a welit. Breman, aotrou, ho peuz klevet gan-en kement hor beuz gwelet. 

— Ar vali gaer-ze az peuz gwelet hag al letonenn vraz se a voa eur c’hael spern gwenn enn dro d’ezhi, a zo, evel ma lavarfen d’id, a-zindan ar baradoz ; ann dourn hag ar vreac’h wenn a zo dourn ha breac’h eunn eal, hag ar pez az peuz debret a viro ouz-id da vervel, da lavaret eo, da vont d’ann ifern.

— Breman lavar d’in, eme ann aotrou, pegeit a zo, a gav d’id, abaoue ma’z oud eat ac’hano ? — Ne ouzounn ket, aotrou ; marteze ez eus eur pemzek dervez-bennag pe ouspenn. —  Evit doare, ne d-oud ket bet enouet enn hent ? — Nann avad, rak traou a-walc’h a gavenn d’am dizenoui ; n’am beuz ket kavet tamm hir ann amzer. — Mad ! koulskoude ez euz hirio daou vloaz ha kant abaoue ma’z oud bet eat kuit ac’hann. Da vamm a zo maro hag a zo pardonet gant Doue ; er baradoz ema. Te a vevo c’hoaz eur pennadik, ha goude ma vezi maro, ez i da gaout da vamm d’ar baradoz es peuz gounezet o senti ouz-in, rak ann hini na zent ket oc’h e vestr pe oc’h Doue a zo mestr ann holl, a zo eunn den kollet.

Breman e ouzoud ervad petra eo kement as peuz gwelet enn da hent.