Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 14 -

O forz-mor bras a oa e Bro-Wened, war pleg-mor ar Mor-bihan. 4. Er bloaz 58 arôk J.-K., Kezar a oe galvet e Bro-C’hall evit difenn eur rummad Gallianed enep eur strolladen Germaned, bleniet gant Ariovist. 5. Darn eus ar C’hallianed ne blijas ket d’eze gwelet ar Romaned o tont en o bro, hag a c’hoantaas o argas. Kezar a drec’has war o broadou. 6. Ne glaske nemet eun digare da ober brezel d’an Arvorigiz : aezet eo kaout an tu d’ober an droug. 7. Ar Wenediz a oa eur bobl galloudus ha Kezar a oa eun tammig dibenn o vont da glask o c’habestri. 8. Ne oa ket er bed holl mordeidi ken kalonek, ken gouiziek war o micher, na ken nerzus. 9. Mont a reas d’eze, koulskoude, gant ar fizians vad en devoa ennan e-unan ha goude bezan roet e urziou. 10. Laket en devoa ober listri nevez war ribl al Liger, dastum tud a vor er « Provincia », ha galvet en devoa c’hoaz Skouadren Rom a oa er mor Kreiz-douarek. 11. Ne c’hortozas ket an diou skouadren. Tostaat a reas da Vro-Wened gant e arme war zouar. 12. Ar Wenediz a oa en em dennet en o c’heriou krenv, pe « oppida », savet war vegou douar astennet er mor. 13. Pa ’n em gave re denn warne, e lamment en o listri hag e tiskennent en eur c’hrenvlec’h all. 14. Ar Romaned a gollas o amzer e pad an hanv ; ha Kezar a welas ne zeuje a benn da netra nemet beza en dije e listri brezel.

15. « Decimus Brutus », letanant Kezar a zigouezas eus ar Mor Kreizdouarek gant listri