Mont d’an endalc’had

Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 15 -

skanv ha buan. 16. An diou skouadren en em unanas dirak aochou Gwerand. 17. Raktal m’en em gavas ar c'helou e Gwened, daou c'hant lestr-brezel ar Wenediz a gwitaas pleg-mor ar Mor-bihan hag a zailhas war ar Romaned.

18. Kezar en deus skrivet en e levr « Brezel Bro-C'hall » pez a c'hoarvezas en emgan-mor-man. Hogen, evel ma oa en e c'hiz ober, ne skrivas nemet gevier. 19. Herve a lavar, ar Romaned a zeuas a benn eus ar Wenedis dre o c'hadarnded dreist-oll hag eun tammig dre ma teuas an avel da c'houita. 20. Ar wirionez a zo dishanval. Lavaret ez eo bet gant eun danevellour roman hanvet « Dion Cassius ».

21. Listri ar Wenediz a oa uhel, pounner ha krenv, goueliou kroc’hen d'eze a gemere mat an avel. Gouest e oant da frika re ar Romaned en eur stoka oute. 22. Leviet evel ma oant gant mordeidi dispar, ne vijent ket bet pell o kas d’an islonk skouadrennou Rom ma vije bet padet an avel ha mar ne vije ket aet ar Romaned a hed an aod war an dour-berr, pella m' hallent. 23. Evelse ar Romaned a oa dare mat da zilezel o bagou ha da lammat war an douar kalet da glask sikour o arme.

24. Siouaz evit ar Wenediz, an avel a gouezas. Ar goueliou a oa en pign, digoenv ahed ar gwerniou. 25. Re bounner oa o listri da gerzet gant roenviou. 26. Azalek kouezet an avel, ar roman Brutus a zantas e galon en e blom. Dastum a reas e listri skanv hag e tostaas da re ar