Mont d’an endalc’had

Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 13 -

hano latin « De bello gallico » ha dindan an hano gallek « Commentaires de César ». 77. Kalz a fouge a den an Trec’hour eus e oberou. Epad dek vloaz brezel e kemeras 800 ker ; e lazas eur million a dud, hag eur million all a werzas d'ober sklaved.

78. En tu-hont, e tistrujas sevenidigez ar C’hallianed ; muntra reas ar Spered Keltiek en o bro. 79. Epad ar brezeliou glac’harus-man, Breiziz Breiz-Veur, Kelted evel ar C’hallianed, a gasas meur a zikour, tud ha boued ha binviou, d’o breudeur an Douar-Bras. 80. Kezar a reas al le da dalvezout ze d’eze ha da lakaat Breiz-Veur dindan gwask Rom evel ma felle d’ezan lakaat Bro-C’hall.




EIL LODEN


An Arvorigiz hag ar Vreiziz epad ma oa ar Romaned en o mesk


1. Kezar en Arvorig. — Ar C’hallianed, pe ar C’helted ledet a hed ar mor, etre ar ster « Liger » (e galleg « la Loire ») hag ar ster « Sequana » (e galleg « la Seine ») a oa hanvet Arvorigiz, en amzer goz. 2. Ar re a oa o veva war an douarou a zo breman oc’h ober Breiz a zo bet hanvet gant ar Romaned : Namnetes (e Bro an Naoned), Veneti (e Bro-Wened), Ossismii (e Penn ar Bed), Curiosolitae (e Treger hag Goëlo) ha Redones (e bro Roazon). 3. Ar Wenediz a oa mordeidi vrudet.