Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 7 -

a rejont diou distaoladen ; unan a ziskennas war Vro-Hellas (Bro ar C’hresianed) hag eben war an Itali.

4. Distaoladen ar C’helted e Bro-Hellas. — 16. Aboue pell amzer ar C’helted a oa krog da ’n em astenn war an tu-ze. Kemeret o devoa, tamm ha tamm, rannvroiou ar meneziou balkanek.

17. Ar Vakedoniz a oa o klask en em dizamma diouz yeo an Illirianed. 18. Fulup II, tad Aleksandr-Veur, pa zavas war an tron, a reas unaniez gant ar C’helted enep d’an Illirianed. An unaniez-man a badas bete maro Aleksandr.

19. Pa varvas an alouber-man, an Impalaerded gonezet gantan a gouezas a dammou. 20. Herve ma kreder, e oa neuze er Balkaniou eun diazezen vras keltiek. Raktal ma welas ar C’helted an digare mat roet d’eze, e c’hoantajont tenna dioutan ar wellan gonidegez. 21. En em ranna a rejont eta en diou strolladen.

Ar C’helted en Azi-Vihan. — 22. An hini genta a dreuzas ar Bosfor hag a arruas en Azi-Vihan, e lec’h ma savas eur gouarnamant hanvet Galatia. 23. Heman a gemeras eul loden vras er brezeliou a zavas etre Bro-Siri hag an Ejipt, ken n’arruas gantan beza trec’het gant Rom (188 ar. J.-K.) 24. D’an divez e oe staget ouz Impalaerded Rom (42 ar. J.-K.) 25. Ar yez keltiek a vevas pell-amzer c’hoaz. Ne varvas nemet etre ar ivt hag ar vt kantved goude Jezus-Krist.

Ar C’helted en Hellas. — 26. An eil strolladen a vrezellas er Balkaniou e giz gwazed paeet epad