Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 6 -

ted, a gemeras troad war an Enezennou Britonek. 8. Hogen, hebdale, eur wagennad Kambreiz a daolas aneze war guz-heol Breiz-Veur, da lavarout eo e Bro-Gambre, ha war-zu hanter-noz an Enezen, da lavarout eo e Bro-Skos, pe Alban.

2. An Impalaerded Keltiek. — 9. Eun amzer a oe ar C’helted a oa eta ledet war an Enezennou Britonek, war Vro-C’hall, war ar Spagn, ar broiou hanvet hirio en galleg « Autriche-Hongrie », « Pologne », « Roumanie », « Bulgarie », hag eul loden eus kreiste ar Rusi. Aman e kaver o roudou beteg ar ster Dnieper. En eur ger berr, ledet e oant war an Urop etre ar Mor Du hag ar Mor Atlantek.

10. D’ar mare-ze, moarvat, ar Germaned, o chom en hanter-noz, pe steren ar C’helted, er Prus hag e kuz-heol ar Rusi en em gave dindan an aotrouniez keltiek. 11. Kredi a c’hellomp hep mar e roas ar C’helted sklerijen o sevenedigez d’ar Germaned. 12. Pevar pe bemp kant vloaz araog J.-K. e kreder e oa e kreiz an Urop eun Impalaerded Keltiek meurbet bras, pe gentoc’h eur genunaniez rouanteleziou bihan keltiek o senti ouz eun Impalaer hanvet Ambigatos. 13. Heman a rene, marteze, war an holl vroiou a oa neuze poblet gant ar C’helted.

3. An distaoladennou keltiek. — 14. Ar poblou keitiek o tont war niverusaat, loden aneze a oe red d’eze mont da glask douarou nevez, ha dre ma kavjont ar mor diraze, e tu ar C’huz-heol, ec’h en em daoljont war-zu ar C’hreisteiz. 15. Ober