Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ISTOR BREIZ




LEVR KENTA


Ar C’helted hag ar Vreiziz en amzer goz


————


LODEN GENTA


Ar C’helted araok Jul Kezar


1. Ar C’helted pa zigor amzer an Istor. —

1. Ken pell ha ma tistroer en amzer goz, beteg ar « ragistorvez » pe an amzer hep istor, e kaver Kelted en Urop. 2. Gallout a rer lavaret ez int bet mestr, eun amzer a oe, war hec’h holl zouarou. 3. Evel-se e weler Kelted er Zao-Heol ar vro-ze hag er vro e lec’h m’eman breman ar Rusi-Izel. 4. Ac’hane en em ledjont, evel gwagennou mor, an eil warlec’h eben. 5. Sevel a rejont er Germani-Uhel evit disken tamm-ha-tamm er Germani-Izel hag evit en em leda war Guz-heol an Urop, o vouta diraze pe o plega dindan o lezen, poblou ar broiou-man.

6. Gwelet a rer aneze o tont e Bro-C’hall hag en Iberi. 7. Eiz kant vloaz araok Jezus-Krist ar C’houezeled (Gaels), unan eus brankou ar C’hel-