Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 8 -

eur pennad amzer, ken n’arruas eur wagen nevez a zivroidi da gennerzi aneze. 27. Eun argadeg en Hellas a oe neuze gourc’hemennet. Forz d’an enebiez stard a gavas ar C’helted diraze, o nerz hag o disvoazamant a oberias war ar Vakedoni, an Drakia (Thrace) hag an Desali, ken na deuas an dizurz da zevel an dizunaniez etreze. 28. Ar penblenier a renkas rei urz da zouza war-zu ar Balkaniou.

29. Ar bloaz warlerc’h e tilamjont a nevez war Vro-Hellas ; hogen didammet e oent en eur boulc’h-menez hanvet an Termopilou. 30. Tremen a rejont koulskoude hag e kerzjont etrezek ker Delf e lec’h ma oent kannet eur wech ouspenn. 31. Hogen dont a rejont a benn da zevel eur rouantelez keltiek en Drakia ha da zastum eur c’hinnig war ger Vizantion. 32. Ar rouantelez-man ne badas ket pell.

5. Distaoladen ar C’helted en Itali. — Ar C’helted e Bro an Etrusked. — 33. An eil distaoladen a ziskennas e traouien ster ar Po dre an Alpou Juliek hag en em ziazezas war steren an Itali (Lombardi ha Piemont) goude beza argaset an Etrusked. Sevel a rejont eno gouarnamant Bro-C’hall Ragalpek, hanvet e galleg « Gaule Cisalpine ». 34. Ar ger a Rom, krouet aboue daou c’hant vloaz, a oa c’hoaz dindan aotrouniez an Etrusked. 35. Danevellou bloaziek Rom n’int nemet gevier war pez a zell amzeriou kentan ar ger-man. 36. Beteg ar mare-man Rom n’hellas biskoaz en em denna eus a zindan yeo an