Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

Ar C’hondt.

Credet certenamant, n’en deus quet er bed-man
Roue quer puissnnt m’a raen fors anezan :
N’a zonjan enep guis na Marquis na Roue,
Condt, Baron, Duc na Prinç, pelec’h bennac ma
Ar pez a lavaran a renquer da zerc’hel ;
Nep n’a zento ouzin, me raï dezan mervel.
Rac se, groet diampec’h da ober promptamant
Eun amas puissant en aour hac en arc’hant.

An Tenzorier.

Ne bon me a raïo, n’ho pel quet a vorc’het ;
Dindan ho puissanç me raï ar pez zo dleet :
M’ho servicho fidel, certen n’e vanquin quet,
Me gommero partout evel ma commandet.

Ar C’hondt.

Mes red eo din gouzout m’a z’eus nombr anezo,
Rac evit tud dister n’a dit quet voar ho zro.
Va oll blijadurez ha va oll pass-temps
Cavet affer ouz tud ho deus cals a chevans :
Me n’e meus quet affer ouz tud zo ho poagna,
Rac dre boan ho diviac’h he medint ho veva.
Me a fell din cavet an nombr a gant mil scoet,
Pe eur yalc’hat mad demeus a ducadet,
Rac se ho supplian, m’ar be hor polonte,
Da ober ho possubl m’a quevin aneze.

An Digentil.

Gant justiç e credan he queffet aneze :
Hemedint deiz ha noz ho pilla ar c’hontre,
Divar ben pemp guennec e reont setanço
Da revina an dud evit dastum mado.

Ar C’hondt.

Me n’a ran quet a gaz digant piou hor bezo ;
Mes red eo goud quenta hac y hon refuzo ;
Ha c’houi, ma Digentil, da c’houlen da guentan
Digant ar Senechal en prest din-me breman,
M’ar be he bolontez reï din eun dec mil scoet,
Me er lezo en peoc’h, n’en din quet de voelet.

An Digentil.

My a da bartia hac yello de gavet