Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

Da gas al lizero oc’h eus din-me roet.
M’er pedo da guenta da reï din aneze,
Ha m’ar deu d’am refuz, c’houi a voelo goude.

(Sortial a ra.)

Ar C’hondt a lavar d’he Pot-à-gambr.

M’a na ro, m’en assur, me yel neuze souden :
Me raï dezan ho rei, ya ha cals ouspen.
M’en bezo he oll vad ebars em gourc’hemen,
En lacaï en eur stad da glasq an aluzen.

Ar Pot-a-gambr.

M’ha carac’h cas eur re betec ty ar Banquier,
Ennez en deus arc’hant hac a zo dibreder,
A ro var interrest, a revin quement den
M’a ro deze arc’hant, an dra-ze zo certen.

Ar C’hondt.

Pardien ! guir eo ze, red eo mont e vele
Da c’houlen digantan, ha m’er peo goude,
Ya, doubl interrest ! leveret-se dezan,
M’a ne fell dezan reï m’er goerzo quer dezan.

(Ar Pot-a-gambr a sorti.)

An Digentil a lavar.

Autro, chetu me bet en ty ar Senechal,
Evel m’a meus comzet, hon respontet ractal
En deus lavaret din, p’en deffe cant mil scoet
N’e roffe quet eun diner, rac n’e ve quet peet.

Ar C’hondt.

Hel leal, reï a reï, rac me yel e vele
Hac em bezo arc’hant, pe otramant he vue.
Me ha lacaï goerza quement zo en he dy,
Hac am bezo e stad, he dy hac he mado.
Var ben eur veach all, ma am anaveo ;
Me n’e ran quet a gas nep guis deus ar justiç,
Me fell din ma hunan ober partout d’am guis.

Ar c’henta Pach.

Autro, m’ar plich guenec’h permettin din-me se,
Me a lavaro dec’h m’ha caffet aneze
Ebars ty an Escop e z’eus aour hac arc’hant,
Hac en deus aneze cazi en porneant.