Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —

Ar C’hondt.

Ma bachic bian, gouir eo se, c’hui voar ar virionne,
Sur en ty an Escop he caffet aneze ;
Rac enez en deus sur, mar en deus den er bet,
Hac a alfe rei din dec pe daouzec mil scoet,
Ha m’a na ro din-me en antier ma goullen,
Me y ello da guerc’hat en prest he vourgueden.

Ar Pach.

Me ya da bartia da lavaret dezan
Oc’h eus intention da gavet digantan.

Ar Ar Pot-a-gambr a lavar d’ar C’hondt.

Autro, chetu me bet en ty ar Banquier,
Lavaret en deus din n’e roï quet eun diner :
Pa ro var interrest int arc’hant ar Roue,
Hac e ranco cavet, cotion aneze,
Eur Santificateur, hac ouspen quement-se
Ha pea dre avanç interrest aneze,
Bep tri mis en avanç quent evit m’a roge.

Ar C’hondt.

Chetu ny gante oll breman ta refuset
Vel pa n’a ouffet quet pe a lec’h hon savet.
Pa la tette mornon ! ar vech-man vezo ret
Din monet da velet a men vo refuzet.
Or za, n’eus quet a gaz, plijadur vo din-me,
Pa arruin ennon me gommando deze,
Me ho lamo a stat hac ho lacaï da fall
Ma teu foïnt d’am anaout marteze eur vech all :
M’ar contestont ouzin m’ho lacaï quer munut
M’a rer goude ho maro dan annevalet mut.

An Digentil.

Ha enep lezen Doue, Autro, he raac’h se
Noc’h eus ket a affer a netra digante ;
Mado oc’h eus avoalc’h a drugare Doue,
Rac Doue a diffen ober drouc d’hon nessan
Na donnet enep guis da vengi var nezan.

Ar C’hondt.

N’en d’hon quet en humor da glevet da sarmon,
Me tisco da brezec ous eun den a fesson.
Sellet ar mic’hiec, ar c’hoquin didalve,