Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

An Digentil.

Autro, hon dever eo beza oll diligent
Da heuil ho polontez hac ho commandamant,
Me bromet gant graç Doue, heb camet fazia,
Va dever eo bepret dec’hu oboïssa.

Ar C’hondt.

Nep a raï din adrez da gaout aour hac arc’hant,
Me hen recompanso evel eun den vaillant,
Rac red eo din cavet da lacat em zenzor,
Me renq cavet mado, evel m’en deus ar mor.
Rac se, ma Zenzorier, dec’hu e commandant
Augmanti va zenzor, hep camet fazia ;
M’ar beomp goernisset a aour hac a arc’hant,
Ny hon bezo pep tra hervez hor santimant.

An Tenzorier.

Pa m’eus bet an enor da veza Tenzorier,
Me en em aoquitto sur ebars em dever,
Me lacaï ho leve bepret da augmanti,
Me zo servicher dec’h en queit ha ma vevin.

Ar C’hondt.

Nen deo quet ma leve avoalc’h d’am chonduin,
Me renq cavet arc’hant bepret dre ma querin.
Rac se quemeret pront, partout drez ma queffet,
Ne bon, m’ho contanto, n’ho pet quet a vorc’het.

An Tenzorier.

M’ar quemeran arc’hant en hep lec’h evel-se,
Me a ve punisset gant an Autro Doue,
Quemeret gant justiç, lequet ep dale pel,
Hevel eul laer public condaonet da vervel.

Ar C’hondt.

N’en deus quet a justiç enep lec’h er vro-man
A grette enep guis donnet dam c’horijan,
Nac a lavare guir var va actiono :
M’ar greont din insult, ne bon, m’ho c’horijo,
Me a ziscoelo dez he zon me puissant ;
Mes red eo din cavet bepret aour hac arc’hant.

An Tenzorier.

Justiç a zo ivez puissant er bed-man,
Ar rouane memeus a deu d’ho maintenan.