Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TRAGEDIEN


SAINT GUILLARM


CONDT DEUS AR POETOU.


————


Ar C’hondt a antre gand daou Pach, eun Digentil,
eur Pot-a-gambr hac e Tenzorier.


Ar Chont a lavar.

ME zo Condt a Boetou hac a zo puissant,
Vaillanta den a zo dindan ar firmamant.
Ne gredan ket e ve var an douar tro ront
Vaillantoc’h evidon, a vez quen divergont.
Queit ha m’a voa ma zad er bed-man er buez,
N’e gommanden netra hervez ma bolontez :
Mes breman he rancan ren var an douar
Hervez ma bolontez pe me a raï glac’har.
Da guenta he rancan caout commandamant
Var aour a var arc’hant quen a vezin contant :
P’am bezo dastumet eun nombr bras aneze,
Men a rayo pep tra hervez ma bolonte :
Neuze he rancan caout, an dra-ze a zo skler,
Pep coanta ar merc’het da dremen ma amzer.
N’e respectin hini, me rancan he gavet
Tout hep commandamant, ha groaguet ha merc’het
Hac a pep sort traou all a raï contantamant
Din ebars er bed-man : me renq cavet m’ha c’hoant,
Commandi en antier hervez ma bolonte
Partout dre ar vro-man, me assur an dra-ze.
Rac se, me ho supli da vezan diligent
D’ober ma bolontez ha ma gommandamant.
N’ep ha vezo contrel enep guis d’am bolonte,
M’er lacaï d’ar maro, m’oc’h assur an dra-ze