Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

Mar marvomp er stat-se he vezimp curunet
Ebars er barados en mesq ar vartiret.
Nen deus quet a brezel a bliche da Zone
Evel pa diffenner an Ilis hac ar fe.
Rac se, en em sicouromp d’en em diffen ontan
Evit en repoussi mar deu bettec aman.

An Driet a Ker.

Eun den danjerus eo : rac se pedomp Doue,
Ar Werc’hes biniguet, ar Sent hac an Ele
Ma roïont dimp ar c’hraç d’en em diffen ontan,
Mar gantre en ker, evit en repoussan.

Ar Pap.

Pa zoc’h oll resolvet evit en em diffen,
Ny a bedo Doue evit dont d’hor souten,
Ha ni a breparo couscoude eun arme
D’en em diffen ontan gant ar c’hraç a Doue.

(Sortial a ra.)

————
Ar C’hondt hac e Dud.
Ar faus Pap a lavar :

Salud dec’h, Autro ar C’hondt, me zo rejouisset
Pa meus bet an henor d’ho peza rancontret.

Ar C’hondt.

Ha c’houi, tad venerabl, me ho salud yve
Deus a greïs ma c’halon, pa zoc’h deut er c’hontre.
Petra zo a neve ebars er c’hartier-man ?
Eur Pap a zo choazet a neve, a glevan ?

Ar Pap faus.

Ya sur, Autro ar C’hondt, unan zo a neve,
Hac a zo bet choazet, sur, en despet dime.

Ar C’hondt.

Nan deffan quet den brao, groet ar recit dime
Deus e actiono, mar de ha galite.

Ar Pap faus.

Autro, me nan don quet capabl da ober-ze,
Va excusi a ret, mar be ho polonte.
Nen deo quet permettet en ep guis gant Doue
Donnet da drouc-prezec an eil deus eguile,
Mes pa fel dec’h elevet me ya da lavaret.