Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

En zo leun a valiç, ingrat, sedicius,
Effrontet, deloïal, injust ha glorius ;
Treti a ra an oll hep enor na respet ;
Memeus evit netra he ve disoblijet ;
C’houi zo deus an Ilis pen-da-ben retranchet
Dre eur zetanç terrupt en deveus fulminet.
Me, me gret em c’halon e man ho madeles
Pre da zont da zouten bebret ar gristenes ;
Rac mar chom da c’houarn an Ilis er bed-man,
E c’haï ar gristenes, assuret, da netra.

Ar C’hondt.

Ne raï quet assuret rac me viro ontan,
Me ha lacaï eun all a chasseo anezan,
An hini a choazin ha gommando neuze
Partout dre ar gristenes herve ma bolonte.

Ar Pap faus.

Quement-ze a ve mat, credet se assuret,
Ha Doue ho peo deus an oll vat a ret.

Ar C’hondt.

C’houi vezo a choazin da veza Pap breman,
Me a ya braman-zon lacat ho curuna.

Ar Pap faus.

Ne nan don quet capabl da veza er garq-se,
Mes neamoins, ma Frine, c’houi raï ho polonte.

Ar C’hondt.

Quement-ze a zo groet, demp oll en ker breman,
Evel ma antrefomp ni raï e zivisea.

————
Ar C’hondt hac e Dud,
ar Pap hac Habitantat Ker.
Ar C’hondt a lavar :

Or sa, prest en em rentet, rac mar groet resistanç
Me raïo dec’h certen santout ma buissanç.

Ar C’henta deus ar Ker a Rom.

Penos en em renta, den fal ha milliguet,
En em den deus hor Ker, den excumunuguet.

Ar Baron.

Re hardi e comzes breman ni a voelo
Pehini ac’hanomp dre nerz a c’honeo.