Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

Ar C’hondt deus a Pouëtou zo excumunuguet
A zeu gant eun arme evit dont d’hor goelet.

Ar c’henta Cardinal.

Allas ! sur avoalc’h eo e teuyo d’hor goelet :
Eun arme puissant en deveus preparet,
Ha mar gantre en quer he vezimp revinet,
Rac ar faos Anaclet a zo et de gavet,
Rac se, he ve mat demp prepari eun arme
Evit en em diffen gaut ar c’hraç a Zoue.

An eil Cardinal.

Me ho pet, Romanet, da zonnet d’hor sicour
Evit dont da drec’hi nep zo dimp adversour.

Ar Pap.

Habitantet a ker, herve m’oc’h eus clevet,
Ar C’hondt deus a Poëtou zo excumunuguet
A gle donnet en ker, assuret omp a ze,
Evit on revina hep mar gant e arme :
Ma lemel deus a Pap assur a fel dezan,
Ha lacat Anaclet evit on revina,
Ha ma na vemp capabl d’en em’diffen ontan,
Eo goel guenen quitat ha mont deus ar ker-man.

Ar C’henta deus a Ker.

Na ve quet rezonapt he quitac’h ar ker-man ;
Ni dalc’ho mat bepret evit oc’h azistan.
Habitantet a ker, mar be ho polonte,
Da zonnet d’or sicour en on necessite.

An Eil a Ker.

Oblijet omp breman da zont da venteni
Ar fe hac an Ilis, ho tont d’ho froteji,
Quercouls da gombatti ous an adversourien ;
Nep na raïo quet se nint quet guir gristennien.

An Driet a Ker.

Sicouret he vezet gant ar c’hraç a Doue :
Ny en em diffenno pa zeui gant e arme,
Ny guemero armo evit e repoussi
Gant ar c’hraç a Zoue hac ar Werc’hes Vari.

Ar Pevare a Ker.

Ny hazardo, certen, hor mempro, hor bue,
Evit en em diffen ha menteni ar fe :