Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Goude-ze Capadoce. N’ouffen quet lavaret
Peguement a Kerrio a meus me gonezet ;
A c’hoaz en Normandie asser he zon me bet,
Hac ar ker a Goutanç ha meus-me quemerret ;
Ha goude-ze Turrin ha zo eur ker hep-si,
Ar gaëra ha gaffet ebars en Normandi.
Me voar ne gretac’h quet evit lavaret dec’h,
He ven terrupla den ha gaffet en ep lec’h ;
Rac sonjal a ra dec’h he zeo contadello
A lavaran me dec’h, non, non, me er prouvo :
Ya, pa vezo ret, n’ho pet quet a doëtanç,
Gout a ret va doare hac yvez ma buissanç.
Breman me anvo dec’h an nombr deus a Kerrio
A meus me gonezet en liez bataillo :
Landreguer ha Guengamp, Sant Briec, Montroules,
Goënet, Quintin, Pempoul, Rostren ha keraes :
Anfin, me lavar dec’h e zon breman em-tyes,
Nen deus nemert ar Pap, henes am groa dies :
Tro var dro en antier he zeo din ar c’hartier,
Ne gret den contesti na lavaret eur guir.
Pa la tete mormon ! ne gaffet quet unan
Quen redoutet a men partout dre ar vro-man.
He lec’h ma prononcer an ano ac’hanon,
E crener gant eston hac epouvant rahon ;
Partout dre ar vro man me zo anavezet
Evit ar goellan den zo pevar c’horn ar bed.
Pa la jarni mornon ! me renone d’am Doue,
Nen deus quet a farço ebars en affer-ze ;
Rac me a zo eun den biscoas na guevis par
En ep canton ebet var an douar.
Ya, pa ve ret din lavaret eur plac all,
Ne gredan quet e ve er broïo infernal
A grette donnet din evit ma attaqui,
Deus ma zellet hep quen he teuffe da greuvi.

————
Ar Pap, ar Gardinalet ha Habitantet Rom.
Ar Pap a lavar :

Va c’halou a zo trist gant eur goel guelo,
Hac am groa morc’hedus hac a ra ouzin gaou.